Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —



Rak kredi ’rên ennoc’h kuzet
Bugelien-noz, korriganed,
Eneou poaniet o c’hortoz
Digor dor aour ar Baradoz.

Breman ho parnan, o kefiou,
Gwir zilvidigez hon maeziou ;
’Vidoun ez oc’h spered ar vro,
Hekleo kement ’vevas ’n he zro.

Hebdoc’h gwall-noaz e vefe Breiz,
Peb-unan hel lar en e greiz !
Da beb eur, bemde ha bemnoz,
M’ho kar, m’ho meul, o kerfiou koz !