Mont d’an endalc’had

Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —



E-pad ma reer trouz,
Eur paotrig, eur marmouz
’N em zilas a-davik
A-hed penn eur stalig,
’Lemas an ibil-prenn
A gloze war dorchenn
Va eontr ha va faeron,
Laoskik en e feson.
Heb dale e vragou
’Risklas war e votou.

Da guzat e vizer,
E lakas e baner,
Nann hep laret goustad
Ha start ivez, moarvat :
« C’hoarzit, c’hoarzit, merc’hed,
« Med va fer n’ho po ket !… »
Ha d’ezo ’talc’has krog
Ken ’teuas Beg-e-Dog [1]
Da rei d’ar paperou
Lojeiz el lavregou [2]


  1. Lezhano an archer.
  2. Bragou.