Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


Er menez da skleur al Loar
————

Da Ad. Goaziou.

Gwenn al lanneg ha gwenn an hent !
Kribell ar reier hag o dent
A zo renket er gwaremmou
Evel skilfou en eur genou.
O skeud en em led war ar lann,
Henvel ouz bizied eur graban.
Soroc’h ebet, avel hepken.
A-hed, a-dro ne gavit den !
N’ez eus ket eur stad poaniusoc’h ;
’Wechou ne gredit mont larkoc’h
Ken welit o steredenni
Ar goulou e prenestr eun ti.
Neuze, seder e tiskennit,
Hag ho nerz kresket a zantit
’Vit tremen dre greiz ar gêrig
’Lec’h m’eo dihun pep lochennig.
Ar bed evidoc’h n’eo ken mud :
Adarre ’vevit ’mesk an dud !