Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —



« Sonit, biniou ha kerniel-bout,
« ’Vit rei dal laeron da c’houzout
« O bazataïmp mar bez red :
« Gwad hon Tadou ne nac’himp ket !

« D’eomp hon menez, hon c’hoad, hon mor !
« Ouz pep estren prennomp hon dor.
« Dirag Doue, dirag ar Bed,
« O touomp mervel mar bez red !

« O Arre santel, hon sikour !
« ’Vit diwall pinvidig ha paour
« Ni ’vo gouest da zevel bepred.
« Hirio ni ’varvo mar bez red !

« War-raok, war-raok, you, hou, hou !
« War-raok, war-raok, you, hou, hou ! »

Neuze, en eur youc’hal, bugale ar Gelted
’Ziskennas en draonien war eul linenn renket,
E-keit ma tasone beteg doun ar c’hoajou
Strak ar varc’hegerien ha son an trompilhou…

An emgann a voe stard. E ledander ar c’han
Astennet rag Arre ez oa red, heb ehan,
Douara ar c’horfou kouezet war an dachenn,
Ha dre gant ha dre vil, rag aon ouz ar vosenn…

Ha, goude, me ’gav d’in klevet war e c’horre
Esus, mestr ar brezel, en e zourn eul lore :
« Drouïzed enoret, gwisket ho mantell wenn,
« Kemerit ho falz aour, lakit ho kurunen.
« Kelted ho ene taer doujet dre ar broiou,
« War-zao, affo, affo ! Er-maez eus ho peziou !
« Breiz-Izel a chom sounn ha bepred galloudus.
« Miret an darvoud-man ’n hoc’h Istor burzudus ! »