Gwelet eo ’vel eun den a di,
Zoken er vrasa mereuri ;
Eus pep rumm ’anavez ar stad,
Kemer ’ra lod eus o eurvad ;
Pa deuont da goueza e poan,
Atao ganto ’vez a-unvan.
Gwell, moarvat, eget an noter
E oar ezomm al labourer ;
D’hen gouzout pisoc’h, ez gwirion,
N'eus er barrez ’met ar person.
Pet gwech em eus kavet em bro
Ar « facteur », da zibenn e dro,
’Harz eur c’hleuz o reiza timbchou,
Moneiz, paperou ha konchou,
A-barz ’n em ziskouez en emgleo
Merket gant reolenn e vureo !
Bale bemdez, dre beb amzer,
Eo ar gwasa en e vicher ;
’Vel se ’teu abred da ruza,
Zoken a-wechou da gamma.
Met, pa renk goulenn chom d’ehan
Evit lakat termen d’e boan,
An holl a het d’o « facteur » koz
Kaout, eun deiz, plas er baradoz.