Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —



Laouen, a-us d’an douar,
E-giz eur zant en e c’hloar,
D’e zavadenn ’taol evez,
Mat ’kav e grouidigez.

Neuze ’ever eur banne
En enor d’an ti neve.
Ra vo bennoz hon Zalver
War ober ar mansoner !