Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


AL LABOURER KOZ
————

D’am c’henderv F. Cloarec.

Bemde, deut ar pardaez, renket en-dro d’ar c’homm,
Ar wazed a bile al lann o doa ezomm
Ar c’hezeg ’vit askoan, ganto en o daouarn
Mellou horziou dero, enveziet a houarn.

Eur wech, war e dreuzou, harpet war eur penn-baz,
Gant an heol o kuizat sklerijennet e fas,
Eul labourer uzet a seblante bomma
Ar muzul [1] d’an taoliou ’barz ar c’homm o koueza,
P’e weljod o tostât daved ar bilerien
Ha rei d’ê dai c’houzout kouls ha d’ar zellerien
N’oa netra er bed-main poaniusoc’h er gozni
’Get beza dic’halloud da zikour tad e di…
Hag al labourer koz, brevet gant ar glac’har,
Gwanet ha damantus, a chomas dilavar.


  1. Bomma ar muzul, battre la mesure