— 39 —
AN DEN EVURUS
————
E koun va zad-kaer, Per Grall.
Eun den evurus
’Zo eun dra souezus…
|
Koulskoude am c’hredit me am eus e gavet,
’Vel gwechall hor Zalver en eur c’hraouiad loened.
Ni a gar ar re-man, hor breudeur izella :
Met al labourer-hen, o c’har, sur, ar gwella.
Deut an diskar-amzer, e-pad miziou ar goan,
A-raok mont da gousket, e weler anezan.
Aketus, bep nozvez, d’ober en-dro d’e zaout ;
N’am eus ket d’hon maeziou d’her rei d’anavezout.
Eur c’houlaouen rousin a zev er waskerez
’Keit ma leun o rastell gant kempennadurez.
Goude-se ’kreiz ar c’hraou, sounn, e zirec’h kroazet
Amlavar e chomo, e zaoulagad paret
War e brenadennou a wel o tont da vad :
Santout a ra outo gwir garantez eun tad.
Bremaik en e wele e kavo ar repoz.
Pa vano moredet, pa hunvreo en noz,
E welo e ounner tostaet d’he zermen,
Ar c’hole war ar poent d’ober lamm-chouk-e-benn [1].
A bep eil e spered dre e gousk a nijo
D’e wreg, d’e vugale, d’e loened tro-ha-tro !
|
- ↑ Eul loen a ra lamm-chouk-e-benn pa wella buan ha pa zeu da dalvout diou wech ar priz ma ’z eo bet paeet.