Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —



5. A-us e sanker
Start Kroaz ar Zalver :
E-kreiz an oabl splan
Hi ’voe an tour-tan
A deuzas an noz
’Gelc’hie bon Tud Koz.

6. Mibien ar Mene
A garas aboe
Sant Yann Badezour,
D’an holl melezour,
D’ar Gwir difenner
Hag ouspenn merzer.

7. Evel hon Patrom,
Pa vezo ezomm,
Enep pep gwallour
Ha pep touellour,
Harzomp, tud divrall,
Dispont ouz ar Fall.