Pajenn:Picard - E Menez Arre ha war hor maeziou.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —



War e askellou flour e nijas al lapouz
Da belec’h ez ae ’ta ker prim ha ken didrouz ?…

War an taol ’n em gavis neuze re unanik ;
Ha piou ’kreiz eur gouelec’h [1] n’en em varn disterik

An den n’eo ket krouet ’vit beva e-unan ;
Lezenn Doue ez eo : er Skritur hel lennan.
Ha kaer e vez eul lec’h er bed ma tremenomp
Kaeraat a ra c’hoaz, ennan pa ’n em vodomp ;


————
  1. Solitude