— 94 —
AR PLANTER GWEZ
————
D’am breur-kaer, P.-M. Grall, mestr-skol er Fouilhez, eur planter eus ar re wella, en anaoudegez eus e vad-oberiou d’ar Vro.
Lavariou hon Tadou a ziskouez Breiz-Izel
Golôet a lann bras hag a goajou uhel,
He c’hêriou, he maeziou, kloz ha dizavelet,
Henvel ouz bokedou en eul lïorz savet.
Dizamant ouz o mad, perc’hennet lezirek
O deus pilet o gwez e-giz tud ezommek ; _
Ha ne gaver breman, e plas ar brouskoajou,
Nemet kefiou dister en-dro d’an douarou,
Difalbalennou trist ha sin a baourentez,
E lec’h ma oa gwechall bras ar binvidigez…
Eun oan touzet, ’michans, ne gar ket er menez
Chom, ha pa na ve ken, er-maez hed eun devez ;
Penaos hon parkeier, hep o c’hleuziou koadet,
A vefe ouz ar skorn er goanvou gwaskedet ?
Ar planter her goar sur.... ’Vel-se eo aketus,
Pa drouc’h eur wezen goz, o tra kriz ha poanius !
Da lakat en he foull eur blantennig yaonank
A welit o kreski hag o tigemer brank.
’Lec’h m’eo ral ar c’heuneud ’tisplij d’ezan bale :
E blijadur eo kaout e pep hent eun ale,
Hag, en dro d’e barkou, gwez dero, pin ha fao,
War e brajou haleg, gwial, elo ha skao.
Pe geriou a c’hellfe komz evel an deliou,
Ha diski ar furnez ’gaver ’n o c’huzuliou ?
Planta a ra eta, rei a ra ali mat.
E labour hag e skouer a zo da heuilh moarvat !
|