Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
Dragon Sant Paol.




NUZ.

N’eo ket me ! Na me !Me !

TELO.

N’eo ket me ! Na me ! Me !Oh Nuz !

NUZ.

N’eo ket me ! Na me ! Me ! Oh Nuz !Me zo kristen,
Eur c’hristen ne gren ket, na rak diaoul na rak den.

PAOL.

Digas d’in da gleze.
(Benniga a ra anezan).
Digas d’in da gleze.Doue oll c’halloudus
C’houi hag ho peuz krouet gant eur ger burzudus
An douar hag ar mor, an nenv hag e stered,
C’houi hag a lavare gwechall d’ho tiskibled
Ma virit va lezenn e reot va burzudou
Ha re vrasoc’h zoken. — Ho pedi ’ran aotrou
Diwar va fec’hejou da zizrei ho lagad
Ha da zellet hebken ouz ezomm eur boblad
A heulh hent ar maro, dianket pell diouzoc’h
Grit d’an dragon pellât, hag e kredint ennoc’h
...
Mad eo Nuz ! deomp en hent breman, ha c’houi pedit

AN DROUIZ.

Ra vint lonket o daou gant an dragon.

PATRIK.

Ra vint lonket o daou gant an dragon.Sellit !