Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
Dragon Sant Paol.




NAN.

Bezit fisians ennan.Ah ! va mamm pa glevo.

PAOL.

Bezit fisians eta ha Doue ho salvo.
Pedit.

SULIAU.

Pedit.Pedi petra, Doue a zo bouzar
Ne glev na ne wel ac’hanomp er c’hlac’har
Pedet awalc’h hon deuz !

PAOL.

Pedet awalc’h hon deuz !Red eo c’hoaz kenderc’hel.
Dont a rai e klevo o youc’hadenn santel.

O Krist Jezuz c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp, rak ni zo en enkrez

Ni zo evel an eïn etre skilfou ar bleizi
Ma n’hor sikourit ket, diframmet e vezimp-ni

Krist Jezuz c’houi zo el levenez
Sellit ouzimp, rak ni zo en enkrez.

ar baganiz, a bell.

Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp d’ar gad
Deomp breur, deomp kar, deomp mab, deomp tad
Deomp, deomp, deomp oll, deomp ta, tud vad !