Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
Dragon Sant Paol.
Nuz eo, ha setu hen hag e vignon Telo
Kuiteat o deuz o daou, beleien an Dero
Ha deuet int d’hor c’haout da gemenn deomp tec’het
Araok an Arvoriz.
WIZUR (a bok da Nuz).
Aoun am euz na vefe saë wenn ho padisiant
Takennet gant ho koad a verzer hag a zant
Ha ne vefec’h ember kutuilhet vel ar roz
Kerkent ha m’int digor da vont d’ar baradoz
NUZ.
Ma vezan kutuillet evel ar roz ember
Gant ar C’hrist e kavin eur c’haër a zigemer
Ha va ene gwennet en dour meur hag er goad
Ha rai vad d’e galon ha dudi d’e lagad.
TELO.
An Arvoriz a gerz war hentchou ar maro
Piou ma ne jomit ket o zenno diwarno.
NUZ.
O veva d’o c’helenn e c’hellan kenderc’hel
O vervel va maro o c’helenno kalz gwell.
TELO.
Ah ! Nuz na pebez nerz az peuz hizio kavet.