Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
Dragon Sant Paol.
DIVI ha PRIMEL.
Eur beleg !!
SULIAU.
Eur breizad !!
Pokat a reont d’e dreid.
PAOL.
Doue r’ho pennigo. jermen, divi, primel, suliau, erwan
jermen, divi, primel, suliau, erwan.
Bennoz Doue deoc’h Tad.
ERWAN.
An Aotrou n’eman ket er c’hasteil en de-man
D’an Enez Vaz eo eat er gentaou.
KOLOMBAN.
Pell eman
An Enez ze’ c’halenn ?
ERWAN.
Nan, n’ema ket gwall bell.
JERMEN.
N’eo netra mont dre vag pa vez mad an avel.
ERWAN.
Chomit eur pennadik da ziskuiza aman.
Hag ember ni yelo d’ho kas betek ennan.