Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Dragon Sant Paol.




HERVE.

Beleg ar C’hrist eme va mamm a ya da vleiz
Bep loar nevez hag a zebr ar vugale geiz
A bella diouz ar gear

PAOL.

A bella diouz ar gearAn dra-ze a zo gaou
Beleg ar C’hrist ho kar kement hag ho mammou

ENEOUR ha BENEN.

Kement hag hor mammou ?

PAOL.

Kement hag hor mammou ?Ha kalz muioc’h zoken.
 

EFFLAM.

Ho Krist hag hen a gar ac’hanomp ?

PAOL.

Ho Krist hag hen a gar ac’hanomp ?Ya laouen !

EFFLAM.

Neuze ni a deuio divezatoc’h d’ho kaout
Ho Krist p’eo gwir hor c’har a garfemp da anaout

BENEN.

Hizio eo mall deomp mont étrezek an tantad
Troz a c’hellfemp klevet ma vefemp divezad