Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
Dragon Sant Paol.




EFFLAM.

Oh ! na pebez Doue !

BENEN.

Oh ! na pebez Doue !N’eo ket ken gallouduz
Evelato ha m’eo er vro-man an heol ruz.

PAOL.

Gallouduso^h eo kalz ; an heol zo eur benvek
A hej hag a zihej e zourn oll c’halloudek.

EFFLAM.

Ha c’houi a gar ar C’hrist ?

PAOL.

Ha c’houi a gar ar C’hrist ?E veleg oun va mab,
E c’halloud zo ganen, ha goude an dibab
En deuz great ac’hanon, penaoz n’her c’harfen ket.

BENEN.

C’houi eo beleg ar C’hrist ?

PAOL.

C’houi eo beleg ar C’hrist ?Me eo !

HERVE.

C’houi eo beleg ar C’hrist ? Me eo !M’em euz klevet
Va mamm o lavaret emaoc’h wardro Kastell
Pe Vaz o chom.