Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Dragon Sant Paol.
NINIAN.
A hent all ni raio eur vransell
Gant skourrou hor gouez tann hag ar pewar avel
He c’haso deoc’h en dro.
GUY.
Stourm ouz an doueou
Ho kouzanv er vro-man !
ORVOEN.
Chom heb mont d’o goueliou
Ha klask zoken miret ouz ar re all da vont !
NINIAN.
Piou a welas biskoaz eun den ken divergont !
EDERN.
Deuz ’ta Nuz, mall eo mont.
GUY.
Mil malloz war da benn,
Enebour an Heol ruz. Diouall ouz da groc’hen
PATRIK.
Ne grenan dirak den ! dirak Doue her gran.
Ouz e gounnar hebken e tlefet ober van.
(O velet Nuz o vont da heul ar re all).
Hag ez ez ?
NUZ.
Mont a ran. Kenavezo Patrik.