Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
Dragon Sant Paol.




NUZ.

Patrik livirit d’in hag eur bobl zo er bed
Ken truezuz e stad ha stad ar Vretoned

PATRIK.

Ne gredan ket e ve hini ebed ken trist.

NUZ.

Ha Breiziz evel pobl eo mab hena ar C’hrist
D’in me n’euz ket goall bell c’houi gomze evelse

PATRIK.

Ya en ober a riz.

NUZ.

Ya en ober a riz.Mar d’eo gwir an dra-se
Mar d’eo Hen ar Mestr braz, perak e lez e dud
Da veza gwall gaset gant gouezidi yud
Livirit d’in Patrik, rak me garfe gouzout
Perak ar C’hrist a jom heb diskouez e c’halloud

PATRIK.

Galloud ar C’hrist a bar war ouenn ar Vretoned
Rak p’o sko’vel m’her gra e tiskouez o c’haret

NUZ.

Skei hervezoc’h eta eo merk ar garantez.

PATRIK.

An tad pa sko e vab her gra gant digarez
Seul vui e vezer bet kizellet gant ar boan