Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Dragon Sant Paol.
Ez euz deuet ivez Breiziz war a glevan
Da jom a nevez zo.
TELO.
Na bleiz ebed beva.
PATRIK.
Diouz al lôned gouez eget diouz tud a zo
TELO.
Hag ar marlonk e Baz, hennez eo o lounko
Ma ne girit diouall.
PATRIK.
Diouall ar Vretroned ha Wizur o Roue
Diouz peb droug ha diouz dir ar zaozon digristen
MILLOUR.
Ra blijo gant Taran lakaat hiviziken
Flemmou e luc’hed kamm da ziskar peb den kriz
A venno dismantri ouenn zakr an arvoriz
NUZ.
Arvoriz ha Breiziz ma vefent a unan
A c’hellfe dont abenn euz Pôtred ar Skod-tan