Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
DRAGON SANT PAOL
————
I ARVEST
————
I DIVIZ
PATRIK ha NUZ.
PATRIK.
Hag a nevez ’ta Nuz ? Gant petra ’maout e chal
P’ema da zell ken trist ha da dal ken tenval
Lavar d’in petra c’hell krignat d’id da spered
Marteze ’m’euz louzou da voukaat da vorc’hed.
NUZ.
Va zal a zo tenval, ha va c’halon doaniet
Pa zonjan er goueliou a vo bremaïk lidet
Ha ne vin ket enno.
PATRIK.
A zo ?