Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
2 C’houevrer
ar werc’hez o vont d’an templ

zor a oa bet gantan être e zivrec’h, mes daou zen koz, Simeon hag Annan, a oa en Jeruzalem, hag a ’n em gavas en Templ pa oa Jozef ha Mari o tanzen mont er-mêz. Pell a oa e oant o c’hedal donedigez ar C’hrist, hag eun dra bennak a lavare d’eze ne ziskennjent ket en tenvalijen ar be, arôk bezan gwelet e ze o c’houlaoui.

Sklerijennet gant ar Spered-Santel, ec’h anavezjont Salver ar bed ’barz ar bugel koant a oa gant Jozef ha Mari. Briata rejont anezan gant teneredigez. Ha Simeon, dre e « Nunc dimittis », a lak bemde an lliz en genou he beleien, a drugarekaas Doue da vezan grêt d’ezan, arôk mervel, an enor da c’hallout ambroug e Vab en em c’hrêt den.

Breman, Otrou, lôsket ho servijer da vont

En peuc’h, herve ho promese ;
Rak ma daoulagad o deus gwelet an Hini ’deu gantan ar zilvidigez,
Ho peus savet ’us d’an holl boblou,
Evel eur goulou a sklerao ar baganed

Hag a vezo gloar ho pobl Israël.

Simeon a lavaras da Vari, arôk kimiadi diouz he mab :

« Setu aze, emezan, an hini zo laket evit koll ha salvi eleiz en bro Israël. Eur merk eo, ha meur a hini a yelo eneb d’ezan, hag hoc’h ene-c’houi a vezo treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har. »

Ya ! Jezuz eo an hini a renker ober outan, unan a zaou, e gasaat pe e garet ! Kement-se zo bet gwir epad e vue, kement-se zo gwir abaoue m’eo êt diwar an douar-man !

Dre vister ar Werc’hez o ’n em ginnig en Templ gant he mab Jezuz, goulennomp ar c’hras da vezan glan a gorf hag a spered.

————


KENTEL


Bennoz ar penn


Ar mammou kristen, daoust ma n’eo ket eun dra red d’eze, kentan hini ec’h eont da welet, goude m’o deve bet eur c’hrouadur, eo Doue en e iliz. Mall o deve d’e drugarekât eus o delivranz, ha da c’houlenn digantan e vennoz evite hag evit o bugaligou.

Ma zo eur rebech hag a ya dôn en kalon an den, eo ar rebech da vezan bet dianaoudek en kenver unan hag an eus kavet da astenn an dorn d’ezan war hent ar vue.

Ma tleer trugarekât an dud eus o madelezou, arabad kredi e vefe dereat chom hep lavaret eur bennoz da Zoue, beb an amzer, hen hag eo ar gwellan, hag a-bell, eus hon holl vadoberourien. An dizanaoudegez a zizec’h prim eienen ar madoberou.

Ken red eo trugarekât Doue evel m’eo e veuli hag e garet. Ha dreist-oll, eta, ar gerent kristen, pa deurve gant Doue ober an enor d’eze da lakat ar gurunen a dad hag a vamm war o zâl, a dle diskouez anaoudegez vat ha gwestlan d’ezan o bugale, kentan gwech mac’h eont d’an iliz goude o ginivelez, ha lakat o holl aked d’o zevel en e zoujanz hag en e garante.