r vrasan eus ar zentezed ganet etouez hon breudeur a Iverzon eo Berc’hed, patronez o bro, ha tostan zantez a lakont d’ar Werc’hez Vari.
Hanvet eo bet « burzuderez » abalamour d’an niver a vurzudou he deus grêt en he bue, hep kontan ar re en deus grêt Doue en he c’henver. Ar c’hentan a oe ma c’halvas anezi da leanez ha da zantez, eviti da vezan ganet er-mêz eus ar briedelez.
He mamm a oa sklavourez gant he zad, eun dijentil iverzoniad hanvet Duptas.
Heman a roas Berc’hed da zevel d’eur gristenez vat a zeskas d’ezi karet Doue hag ar gwerc’hded.
Pa oe arru savet mat, Duptas he c’hemeras en e di ; ober a rê kalz a stad anezi, kouls ha kement he gwele, abalamour d’he gened ha d’he furnez. Meur a zen yaouank a deuas d’he goulenn evit pried. Hi, ’vit gallout dizamman ane, a bedas Doue da lemel diganti he gened. Chilaouet a oe he feden ; koll a reas eul lagad, ha kerkent, evel m’he devoa c’hoant, e oe lezet en peuc’h. War an hevelep digare, e kuitaas ar bed, gant ter blac’h yaouank-all, evit ’n em westlan holl da Zoue. En eur gleuzen dero, eiz leo bennak diouz kêr Dublin, e rejont o chomaj ; al lec’h a oe hanvet, diouz ze, Kel-dero, pe Kil-dare.