Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/926

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
926
pardon itron-varia-ar-goz-iliz


Pempzekvet devez a viz Eost


PARDON ITRON-VARIA-AR-GOZ-ILIZ
en parouz Planiel


...C’hoaz zo eur plas dreist ar re all
Ar Goz-Iliz, kichen Kamarl,
Ar Goz-Iliz, en Planiel,
War vord an ôd en Kamarel.

Evelse e lavar ar werz koz, savet en enor da Itron-Varia ar Goz-Iliz.

N’e ket awalc’h mont da oueliou ha pardoniou ar zent ; anaout o doare, o bue, a zo red ive. Henvel awalc’h ouz ar pez a gaver en levr Bue ar Zent, ar gwerziou savet endro da bardoniou koz Breiz-Izel e kaver enne, war an dro, istor ha kelennadurez. Hon tadou o frene ’vel lod ar pardon, o c’hane hag a deske evelse ar pep kaeran eus istor o Bro.

No vo ket gwelloc’h kontet, en nep stumm, istor ar Goz-Iliz, evit nan eo ’barz ar werz eman aman war-lerc’h ar pennadou kaeran anezi.

Sant Modez, bet marvat o welet Sant Tual er Goz-Yaudet, a bôzas, en eur dremen en Planiel, hag a chomas eno c’houec’h miz da brezek ar fe.

Sant Modez deut da Blaniel
Chom epad c’houec’h miz er c’hastel,
Sklerijenni ra an ôtro
Badezi ra an holl war-dro.

Monet reont nao eun devez,
An ôtro hag ar prins Modez,
An itron ha pevar vugel,
Gant diou vatez, da Gamarel.

En briz heol eus deliou ar c’hoad,
War vord an ôd e zo êr vad ;
War an dinen c’hlas azeet,
Prezegen Modez da glevet.

Eil vab an ôtro deu ’n e benn
Tapout eur rozennig spern-gwenn ;
Monet ’ra ’vit he displantan,
Hag er mor kerkent da ramplan.

Ar mor o tanzen dichalan
Gas an ôtro yaouank gantan...
Ar maro sko en o c’halon,
An tad zota gant ar spouron.