Abaoue m’eo adsavet ar pardon, ar burzudou a lak adarre da dridal kalon ar Vretoned. Divezan hini a zo bet brudet eo pareans Augustina Fercoq, eus Bulat. Ar plac’hig trizek vla-man a oa klanv gant eun droug skoet en gwalen he c’hein. N’halle finval nemet gant flaiou. An ôtrou Quere, medisin en Kallak, an evoa diskleriet ne oa pare ’bet eviti. He mamm a gasas anezi da bardonan d’ar Guiaudet, ar 7 a viz mae 1905.
Gwalc’hi ’ra d’ezi he diouhar er feunteuniou, hag ac’hane ec’h eont d’ar chapel. Ar glanvourez eo red kazi he dougen. Goude bezan bet avielet, ec’h a da bedi stok da skeuden ar Werc’hez, hag eno, tra estlammus, e klev ’vel eur vouez o lavaret d’ezi : Savet ha kerzet.
Digeinan ra gant mil boan ; bep ma reud he c’horf, e sant eur freskadurez dispar o ’n em silan ’n hec’h izili. Setu hi ’n he zav hag o kerzet dre ar chapel : « Plomman ’ra ! » eme ar vamm, a ya da heul he merc’h, ’vel ’n eun hunvre, ar flaiou dindan he brec’h.
Adalek neuze, Augustina Fercocq n’he devoe ezom ebet aneze ken ; d’an Itron-Varia e oent kinniget.
Pardon bras ar Guiaudet a ve d’ar zul kentan a viz mae ; eun induljans plenier a zo bet staget outan, gant ar pab Pi X.
Ar pardon bihan a ve grêt ar zul kentan a viz eost. Da oueliou ar Werc’hez, e ve oferen-bred er Guiaudet, hag ive beb eil sul ar miz, nemet en Azvent hag er C’hoareiz.
- ↑ Diwar levr : Sanctuaire et pélerinage de N.-D. du Guiaudet, gant an ôtrou Men, person Kallak