An Itron-Varia-Feunteuniou eo patronez Pontreo, elec’h eo enored abaoue pell amzer.
Pegoulz, perak, gant piou e oe savet he chapel, diazezet us da gêr, war lein ar roz ?
Nemet ha grêt a ve bet war-lerc’h eur gwestl pe eur burzud, ahendall n’oufer respont netra.
Eun c’halvar kaer ha ter feunteun a zo war he zro, herve stum al lec’hiou santel ha burzudus.
Pell a zo eo bet d’ec’h gwestlet
Ar c’horn-man eus Breiz-Izel ;
Gant hon zado eo bet laket,
Gwerc’hez, dindan ho skoazel.
Nag a wech, o ma Mamm santel.
Ec’h int deut, bras ha bihan,
Da zaoulinan en ho chapel,
Savet e-tal ter fantan !
Evelse a lavar ar c’hantik.
Ar Werc’hez he deus diskouezet, dre galz a viraklou, e plij d’ezi bezan enoret en Pontreo hag er parouziou tro-dro [1] dindan an hano a Itron-Varia-ar-Feunteuniou, ar feunteuniou-ze o vezan ’vel ar skouer eus an holl c’hrasou a skuilh war he bugale.
Nag a vartoloded trec’het gante ar mor hag an arne, dre ma oa dorn an Itron-Varia o sturian o bagou !
Nag a walennou oc’h ober reuz ’barz ar parouziou diwar-dro, ha ne gredjont ket tostât ouz kêr Pontreo diwallet gant ar Werc’hez ! Nag a bec’her dizroet ganti ouz Doue !
Gant se, an devosion en he c’henver ne ra nemet kreski. Bep bla, pa digoue koulz he fardon, Pontreo a zilez pep prez ha pep labour evit ’n em rei oll d’enori he Fatronez. Gant goleier ar prosesion-noz hag ar chadennadou tân stignet war an holl dier,
- ↑ He chapel a oa stag gwechall ouz parouz Kemper.