Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Genver
89
ar familh zantel

eo dleet e glask ennan, pa ne ve ket er gêr, hag eo ti Doue.

Dizrei a reas gant e gerent da Nazareth hag e sente oute. Kreski a rê en ment hag en furnez, dirak daoulagad Doue ha daoulagad an dud.

Baradoz an douar oa o zi, abalamour ma oa sentidigez ha karante etre ar re a oa ennan. An heol aour, a ra bemde tro an douar, ne welas biskoaz, en e valeou, netra kaeroc’h evit tiegez Jozef, Mari ha Jezuz, en Nazareth.

Pa deuas diouaskel ar maro da skei war dor an ti-ze, ne lakas ket a anken ennan, rak evit an dud a vev en gras Doue, êl ar maro a zo eur mignon :


Mervel zo bevan gwell, en liorz kaer an nenvou ;
Mervel zo divleunian da gât kaeroc’h bleuniou.

Sant Jozef, hag an evoa douget ken alïes Jezuz war e galon, a dremenas etre e zivrec’h. Na kaeran maro !

Jezuz a varvas, nebeut blaveziou goude, da dri bla ha tregont, en kreiz e nerz, goude bezan prezeget epad tri bla :


Dornad plouz e wele kentan,
Ha koat kalet e zivezan.

Mari a welas an Iliz o kreski, hag hano he Mab oc’h ober d’an dud daoulinan. Mervel a reas etre divrec’h sant Yan, heb an disteran klenved, hec’h ene dispartiet diouz he c’horf, dre nerz ar garante he devoa evit he Mab Doue.

An ti ma vevas ennan ar Familh Zantel a zo bet douget gant an êle eus Nazareth da Loretta, elec’h m’hen gweler c’hoaz en de a hirie.

————


KENTEL


Ar pennou-tiegez


Jozef ha Mari a oa en penn tiegez Nazareth, hag a c’hourc’hemenne ; Jezuz, roue an nenv hag an douar, oa ar mab, hag a zente : et erat subditus illis. Hag evelse pep tra a oa en urz hag an treo a yee endro.

Ar re a zo laket gant Doue en penn an tiegeziou o deus da respont eus kement a c’hoarve enne : kement mil mad a ’n em gav a ra o enor, evel ma ra o dismeganz kement droug a zigoue.

Tud a zo hag a vefe lavaret na vent en penn an tiegeziou, nemet dre an droug a lezont da c’hoarvezout enne. N’ouzont ket gourc’hemenn ; penôs bezan en gortoz ec’h ouvefe o bugale senti ?

Tadou ha mammou, gourc’hemennet, p’eo gwir oc’h grêt evit se ; rak mar ’man ar gurunen a vestr hag a vestrez war ho penn, arabad d’ac’h ankouât n’eo ket ar gurunen-ze eun dra da vezan roët d’ar vugale da c’hoari, goude ma vefe ar vugale-ze bugale ugent vla.

Tadou ha mammou, gourc’hemennet, ha c’houi, bugale, sentet. Evelse eman an urz.