Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/878

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
878
19 Kerdu
an den eurus urban v

kardinal, e oe grêt d’ezan pignal war Gador sant Per, hag e kemeras an hano a Urban V. Gwell oa gantan an hano-ze evit meur a hini-all, abalamour ar pevar o devoa e zouget en e rôk a oa bet sent bras.

Tri dra a c’hoantaas kas da benn : dizrei da Rom, kreski santelez ar gristenien, ha prezek ar fe er broiou goue.

An 8 a viz here 1367, e reas e zisken eo Rom. Kalon ar Romaned, ouz e welet, a dride en o c’hreiz. Kêr a dregerne gant ar youc’hadennou a levenez : « Ra vezo meulet Jezuz-Krist ! Bue hirr d’hon Tad Santel ! » Urban a yeas, da gentan, da zaoulinan war beiou an Ebestel, hag epad ma rede an daerou eus e zaoulagad, o sonjal en trubuilhou a oa c’hoarvezet abaoue an tri-ugent vla ma oa êt ar pab eus a Rom, e vouskanas ar c’hantik a lavare ar Judevien, pa oant en harlu war ribl an Buphrat : « Azezet war lez stêriou Babylon, e ouelemp o sonjal en Sion. »

Eun drue oa gwelet pegen diskempenn oa deut da vezan an ilizou, abaoue ne oa mui o ferc’hen er gêr da evesât oute. Urban a lakas dioustu dresan iliz Sant-Pôl ha hini Sant-Yan-Latran.

Ober a reas ive ar pez a oa en e c’halloud evit lakat ar ouiziegez hag ar zantelez da greski e-touez ar veleien, ar venec’h hag al leanezed. Arôk rei ar c’hargou iliz, e selle ôuz ar zantelez ha nan ouz ar c’hinivelez.

Kas a reas misionerien betek an Indez hag ar Chin.

Trouz o vezan savet etre ar Frans ha Bro-Zôz, e c’hoantaas mont da lakat ar peuc’h etre an diou rouantelez. Santez Berc’hed, a oa neuze en Rom, a glaskas e ziarbenn : « Doue, emezi, ne fell ket d’ezan ec’h afe ar pab eus an Itali. Ma zisro en Frans, e varvo prest goude. »

Daoust da ze, Urban a yeas en hent ; mes n’evoa ket laket mat e dreid en Avignon, pa oe skoet gant eur c’hlenved ha ne ouie den seurt ebet dioutan.

P’en em gavas falloc’h, e reas digeri dor e di, bag e lôskas ar bobl da dostât ouz e wele : « Red eo e welfe, emezan, penôs e varv ar pabed. »

Mervel a reas en miz kerdu 1370. Daou vla goude, e gorf a oe douget da vanati Sant-Viktor, ha d’an 10 a viz meurz 1870, Pi IX a roas ôtre da enori anezan evel den eürus.