Ar zent eo ar re a oar ober ar gwellan impli gant sklerijen ha nerz ar Spered-Santel.
Ar bec’herien eo ar re a fell d’eze ober o fenn o-unan. Stourm a reont ouz ar c’hras. An Otrou Doue, an Ebestel, an Iliz hag ar skiant-prenan hen desk d’imp.
En eur gomz eus tud Israël, Doue a lavar : « Ho kalvet am eus ha n’ho peus ket grêt van. Astennet am eus ma brec’h ha n’ho peus ket grêt eur zell. »
N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Israël, tud Israël eo o deus grêt fae warni.
Jezuz-Krist a lavare : « Malloz d’it, Korozaïn, malloz d’it, Bethsaïda ; ma o dije bet klevet tud Tyr ha tud Sidon ar c’homzou ho peus klevet, ha ma o dije bet gwelet ar burzudou ho peus gwelet, o dije bet digoret o daoulagad, gwelet skler, ha grêt pinijen. »
N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Korozaïn ha da dud Bethsaïda ; tud Korozaïn ha tud Bethsaïda an hini n’eo ket fellet d’eze ober impli anezi.
Jezuz-Krist a lavare ive da Jeruzalem : « Ha ped gwech n’am eus me ket bet c’hoant da vodan da vugale endro d’in, evel ma vod al lapous e evnigou dindan e iskili, ha te n’eo ket bet falvezet ganit ! »
N’eo ket ar c’hras a zo bet manket da dud Jeruzalem, tud Jeruzalem an hini n’o deus ket goulennet ober impli anezi.
Sant Stephan a lavare d’ar Judevien : « Pennou kalet zo ac’hanoc’h, kalonou skornet, c’houi a zo dalc’h-mat oc’h enebi ouz ar Spered-Santel. »
« Ho pedi hag oc’h aspedi a reomp, eme sant Pôl d’ar gristenien gentan, da deurel evez gant aon na gouezfe gras Doue warnoc’h, hep talvezout. »
Eskibien ar bed holl, bodet en Trant en hanter ar XVIet kantved, a zisklerie :
« Doue ne c’hourc’hemenn netra dreist galloud an den ; pa c’hourc’hemenn, e lavar ober ar pez ma c’haller, goulenn e skoazel evit ar rest, ha bep gwech e ro anezi. »
Chom a reomp eta a-wechou hep lakat ar c’hras da dalvezout. Doue hag an Iliz hen lavar d’imp. Ar wirione-ze a anavezomp c’hoaz dre bon skiant-prenan. Diskennomp ennomp hon unan. Daoust ha ne dremenomp ket an hanter eus hon bue oc’h enebi ouz ar Spered-Santel ?