Lojan a reas, da gentan, en ti eur c’hristen mat, e hano Jozef ; sant Epiphan ha meur a hini-all eus e vignoned a deuas di d’e welet. Kannaded a deuas ive eus a Verseil da zigas d’ezan peadra da vevan. Ne oa ket evit miret neuze ouz e zaerou da redek, pa glevas an evoa e bobl kasoni ouz an herezi, hag e talc’he da zenti ouz ar veleien a c’houarne en e blas.
Da varo Jozef, an Arianed a wall-gasas an eskob santel muian m’halljont. Hen prizonian rejont en eun toull-ti, bec’h d’ezan finval ebarz, ha difenn a rejont ouz e vignoned mont war e dro. Ac’hane, Euzeb a skrivas eul lizer eus ar re gaeran, hag a zo deut betek ennomp, da bedi e bobl da chom bepred start er fe, daoust da bep tra.
Prest goude, e enebourien a gasas anezan d’ar C’happados, hag ac’hane e oe stlejet d’an Thebaïd. Da varo Konstans (361), e c’hallas, erfin, dizrei d’e eskopti. An Itali a-bez, eme sant Jerom, a ziwiskas he dilhad kanvou hag a gemeras he dilhad kaeran evit mont da benn hent d’ezan.
Sant Hiler, eskob Poitiers, hag hen, a labouras neuze o-daou, gwellan m’halljont, da zispenn geier an Arianed.
Euzeb a varvas an de kentan a viz eost. E ouel zo laket ar 15 a viz kerdu ; iliz-veur Verseil a vir e relegou gant enor.
I. — Red eo bezan en gortoz aneze.
Bue an den, war an douar-man, a zo eur stourmad hep paouez. Evel bleuniou ar mêziou, e tigor da zav-heol, hep gouzout petra zigouezo ganti epad an de.
Nag a dreo n’omp ket en gortoz aneze hag a sko ac’hanomp ! Nag a ankeniou, nag a zrein !
Pa vezomp oc’h ober evit ar gwellan, e kaver e reomp evit ar fallan, hag e vezomp gwasket alïes gant ar re a oa eun dever evite bezan a-du ganimp.
Red eo bezan en gortoz eus an trubuilhou-ze.
II. — Red eo kaout kalon d’o gouzanv.
Jezuz-Krist a c’houlennas digant e Dad pellât dioutan, ma oa posubl, kalur c’houero e Basion. Natur eo d’an den tec’hel diouz ar boan. Abalamour da ze, pa vezomp glazet, ha pa bign ar boan betek hon c’halon, e tleomp sevel hon c’halon betek Doue, ha neuze ne fallgaloner ket ; nerz a ve da vont adarre.
III. — Trubuilhou ar vue o deus o zalvoudegez.
An den n’en deus bet poan ebet war an douar-man ne vezo nemet eur bugel epad e vue : an den n’eo den anez kaout poan.