yec’hed ar c’horf hag an ene. Gant aon n’en em glevje re vat e dechou fall hag an drouk-spered, evit e zougen d’an droug, e kastize e gorf dre binijennou kalet. Chom a reas c’houezek vla heb evan banne gwin, nemet ouz an ôter, ha hep dibri tamm kig, nemet gourc’hemennet a vije d’ezan. Bara hei, pe gerc’h, ha fa oa e vagadurez pemdeziek. Ober a rê eiz koaraïz er bla ; dougen a rê rochedou kanab, gwelloc’h da gignat eun den evit d’e wiskan.
Doue a roas anaoudegez d’ezan eus an amzer da zont. Gwelet a reas ar penn kentan eus brezel Charlez Bleiz ha Montfort. En Kemper e oa pa oe laket seziz war gêr (1345), pa oe skoet gant ar gernez er blavez war-lerc’h, ha pa grogas ar vosen enni, tri bla goude. Epad ar c’hlenved stagus-ze, e oe eun êl evit Kemperiz ; noz-de e veze war-dro ar glanvourien, ha mervel a reas en o zouez, goude bezan roët ar pep gwellan eus e vue d’ar beden ha d’ar binijen. Nao bla ha tri-ugent bennak e oa ; epad an holl amzer en devoa tremenet en manati Kemper, ne oa ket eur pik en e reolen ha n’en dije ket heuilhet, hag awalc’h eo kement-se evit bugale sant Fransez, eme eur pab bras, evit ma c’hallfed lakat o hanoiou war roll ar zent.
Noblanz ar vro a c’houlennas dougen war o diouskoa korf sant Yan Diarc’hen d’ar be, hag ar bobl a oe mail gantan kregi war gement tra a oa bet d’ezan. Ar burzudou a reas goude e varo a greskas c’hoaz ar vrud eus e zantelez hag ar fizianz en e c’halloud [1].
An ôtrou Dupark, dre eul lizer kaset gantan da holl veleien e eskopti, ar 17 a viz c’houevrer 1910, a ro da anaout eo digor e brosez en Rom ; fizianz en deus, emezan, e c’hallfomp lavaret hepdale, en hon ilizou, e ofis hag e oferen. En doare-ze, Sant Yan Diarc’hen a vezo ar zant kentan eus eskopti Kemper ha Leon hag a vezo bet anavezet dre e hano hag e vue, hag embannet e zantelez gant ar pab.
- ↑ Er bla 1792, e relegou a oe kaset en koach da Erge-Armel ; miret a oent gant doujanz gant an ôtrou Loëdon, mer ar barouz-ze, betek ma teuas ar peuc’h ; neuze e roas aneze d’e iliz-parouz. Er bla 1842, an ôtrou ’n eskob Graveran a c’hallas kaout darn eus relegou ar penn evit e iliz-veur. O miret a rêr gant enor a-dre kein an ôter-vras, en kichen skeuden ar zant, hag eleiz a dud a ve eno o ’n em erbedi outan. Pedet a ve, dreist-oll, evit bezan dilivret diouz ar boan-benn hag evit kaout an treo kollet.
Kemperiz o deus e lezhanvet « ar zantik du ». Al lezhanv-ze a zo bet roët d’ezan abalamour m’eo bet livet en du, eur pennad, ar skeuden goz en deus en iliz-veur Kemper.