Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/856

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Itron-Varia Loretta
Dekvet devez a viz Kerdu


Itron-Varia Loretta
1294



Ma zo eun ti binniget war an douar-man, eo, a dra zur, an hini ma chomas ennan ar Werc’hez Vari, en Nazareth ; abalamour da ze, ar gristenien gentan a reas eus o gwellan evit e viret en e zav.

Er pevare kantved, santez Helena hag an impalaer Konstantin a zavas eun iliz kaer warnezan ; en eizvet kantved, p’en em lakas ar Vuzulmaned d’ober o reuz dre ar bed, iliz Nazareth a oe laeret, mes an ti santel n’en devoe droug ebet.

Pa c’hallas hon zud koz, er bla 1099, diframman Jeruzalem digant enebourien ar Groaz, Nazareth a welas deiou ken laouen hag he devoa gwelet en amzer Helena ha Konstantin.

Pa oe dismantret rouantelez kristen Jeruzalem gant an Turked, e tiskarjont ive iliz Nazareth, mes gwellan oe, an ti santel n’en devoe droug ebet adarre. Neuze e c’hourc’hemennas an Otrou Doue d’e êle dougen anezan en eur vro gristen.

D’an 10 a viz mae 1291, kilvizien eus an Dalmasi a oe souezet-maro o kaout eun tiig bihan war eun dosen en Rauniza, ’lec’h ne oa netra