r zant-man a zo ganet en rouantelez Navarr, er Spagn. Digaset a oe da Bariz evit ober e studi. D’ar mare-ze, Xavier ne oa tamm jalet gant Doue bag e ene ; ne glaske nemet plijadur hag enoriou. Dont a reas d’ober anaoudegez gant eun den yaouank, hanvet Ignaz Loyola, a oa ive oc’h ober e studi. Ignaz a oa rannet e galon o welet Xavier ken stag ouz treo an douar, ha ne baoueze da lavaret d’ezan ar pez a lavare gwechall Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien : « Petra dalv d’an den gonid ar bed holl ma teu da goll e ene ? » Tam ha tam, ar c’homzou-ze a ziskennas dôn en kalon Xavier, hag an den yaouank a reas e zonj d’en em denn en eul lec’h distro ; pa oe echu e retred gantan, oa chenchet evel eun all en e blas.
Sant Ignaz a oa o paouez sevel Kompagnunez Jezuz : Xavier a oe eus ar re gentan a c’houlennas bezan digemeret enni, ha diwar neuze ne glaskas bemde nemet sevel uhelloc’h en skeul ar zantelez. Bezan oe didrue meurbed ouz e gorf ; chom a rê a-wechou daou, tri devez, hep dibri tamm, hag en em skourjezan a rê betek ar gwad. Kousket a rê bepred war ar c’halet, ha c’hoaz e bennad kousked ne veze ket hirr.
Sant Ignaz hen kasas d’an