Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/832

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
832
30 Du
sant andre

Ne dalvezent eun dra bennak nemet abalamour ma oant eur skeuden eus sakrifis Jezuz-Krist, kinniget, da gentan, war ar C’halvar, ha neveaet bemde dre ar bed holl, en kement lec’h ma zo eur beleg, gant eur banne gwin hag eun delien vara. Hennez eo ar zakrifis-meur, e teuomp, drezan, da anaout holl-c’halloud an Otrou Doue, da drugarekât anezan evel m’eo dleet, d’en em erbedi outan en hon ezommou, ha da c’houlenn pardon digantan evit hon fec’hejou. An oferen eo Doue o tiskenn laouen warzu an den, hag an den o pignal heb aon warzu Doue.