Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/830

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
830
30 Du
sant andre

bezañ ar c’hentañ abostol a zibabas hon Zalver. Eun devez ma oa Yan, mab Zebede, hag hen gant Yan-Vadezour, o mestr, e klevjont anezan o lavaret en eur ziskouez Jezuz-Krist : « Setu aze Oan Doue. » Dioustu en em zistagjont dioutan evit heuilh Mab Doue. Heman, o vezan distroet, hag o welet aneze o vont war e lerc’h, a lavaras : « Petra glasket ? » Hag e respontjont d’ezan : « Rabbi, da lavaret eo, Otrou, pelec’h oc’h o chom ? »

Lavaret a reas d’eze : « Deut da welet. » Hag ec’h ejont, hag e weljont pelec’h e oa o chom, hag e chomjont gantan en devez-ze.

O vezan digouezet goude gant e vreur, Andre a lavaras d’ezan : « Kavet hon deus ar C’hrist, » hag e kasas Per da gaout Jesuz.

Koulskoude, war-lerc’h ar weladen gentan-ze, Andre ha Per a zizroas adarre d’o rouejou hag a dalc’has c’hoaz, eur pennad, war o micher goz, rak eun nebeut miziou goude, Jezuz a gouezas warne epad ma oant o teurel o rouejou er mor, ha neuze hepken eo e c’halvas aneze, evit mat, da vont gantan : « Deut ganin, emezan, ha me ho kraio pesketerien tud. » Raktal, eme an avieler, e kuitajont o rouejou hag ec’h ejont d’he heul.

Pa veze c’hoant da gomz ouz Jezuz, ec’h ead da gentan da gât André, ar pez a ziskouez e oa unan eus ar re oa an tostan da galon hon Zalver.

Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, Andre a yeas d’embann e hano binniget er Sithi, en Tras hag en Akaï. Gonid a reas d’ar fe eun niver bras a dud. Koulskoude, n’hallas ket dont a benn eus ar gouarner Eje. Heman, zoken, a glaskas e lakat da ginnig eur zakrifis d’an doueou : « Me, eme an abostol, a ginnig bemde war an ôter, d’ar gwir Doue holl-c’halloudek, n’eo ket kig hag gwad loened mut, mes an Oan a zo ar zantelez dre natur, hag an Oan-ze, goude m’en deus ar bobl fidel debret e gorf, a chom bepred en e bez ha leun a vue. »

Eje a yeas en kounnar o klevet ar c’homzou-ze hag a c’hourc’hemennas teurel Andre er prizon. An de war-lerc’h e c’halvas anezan adarre dirakan, hag o welet n’halle gonid netra warnan, e kondaonas anezan erfin da vervel war ar groaz.

Ar varnedigez-ze a laouennaas kalon an abostol, ha pa oad ouz e gas d’ar maro, e saludas e groaz a-ziabell, en eur lavaret : « O kroaz dudius, o c’houi hag a zo deut da vezan eun dra ken kaer abaoue m’eo bet staget ouzoc’h korf ma Zalver ; o kroaz a oa ma zonj ennoc’h keit a oa