Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/822

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
822
26 Du
sant leonard a borz-mauris

Bemde e rê hent ar groaz.

Mervel a reas en Rom, ar 26 a viz du 1751, oajet a bevarzek vla ha tri-ugent : « Koll kalz hon deus grêt, a lavaras ar pab, pa zigasjod d’ezan ar c’helou eus e varo, mes bezan hon deus eun difennour muioc’h dirak Doue. »

Pi IX a lakas e hano war roll ar zent, an 29 a vezeven, 1867.

————


KENTEL


Na re ês, na re diês


Evit kaout ar pardon eus ar pec’hejou, daou dra a zo bet red a holl viskoaz : kaout keun aneze ha kaout eur mennoz start d’en em viret dioute en amzer da zont.

Ouspen-ze, abaoue m’eo bet Jezuz-Krist war an douar, evit kaout ar pardon eus ar pec’hejou, eo red o c’hovez d’eur beleg hag eu deus galloud da rei an absolven aneze.

Ar pardon, en doare-ze, a zo eun dra ha n’eo na re ês na re diês da gaout.

I. — Ar pardon n’eo ket re diês e gaout. Ma vije bet red, evit bezan pardonet gant an Otrou Doue, kinnig d’ezan en sakrifis eun ejen, pe eun oan, pe eur c’houblad turzunelled, pe eur c’hroueriad gwiniz hepken, petra o dije grêt ar beorien ?

Ma vije bet red, evit bezan pardonet gant an Otrou Doue, yun epad eiz de dioustu, diwar bara ha dour, petra o dije grêt ar glanvourien ?

A drugare Doue, ne c’houlenner netra evelse ; n’eus nemet anzav d’ober, hag an dra-ze n’eo na koustus evit ar yalc’h, na poanius evit ar c’horf.

II. — Ar govezion a zo eun dra ha n’eo ket re diês ; eun dra eo ive ha n’eo ket re ês.

Mont da lavaret d’eun den, n’hon deus anaoudegez ebet anezan, kouls lavaret, ar pez ne lavarfemp ket d’hon mignoned brasan, na zoken d’hon mammou, n’eo ket ken brao-ze. Tenn eo mont da govez. Anez-ze, ne vije ket kement a dud o pellât diouz ar gador-govez, hag o chom heb anzav o fec’hejou, pa dostaont outi. Tenn eo en em damall. Er govezion, n’eo ket ar c’horf a zo kastizet, nag e skianchou ; ar volonte ’n hini zo en pinijen. Ha dleet eo e vefe an treo evelse, p’eo gwir hi eo he deus grêt an droug. Ar c’horf hag e skianchou ne oant nemet he servijerien.