Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/812

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
812
22 Du
santez sesilia

vêt gante e lavari : « Sesilia am digas etrezek an den koz Urban ; eur ger am eus da lavaret d’ezan. » En em gavet dirak an den koz, e lavari d’ezan ar pez am eus lavaret d’it hag e walc’ho ac’hanout, hag e wisko d’it dilhad neve ; pa vi dizro, e weli an êl, ha mignon e vezo d’it ; kement a c’houlenni digantan az tevo.

Valerian a reas evel m’oa bet gourc’hemennet d’ezan gant Sesilia. Pa zizroas, e kavas an êl e-tal e bried, skedus e zremm, lugernus e iskili, diou gurunen roz ha lili etre e zaouarn, hag o vezan laket unan war benn pep-hini aneze, e lavaras :

— Eus liorzou ar baradoz e tigasan d’ec’h ar bleuniou-man. Miret aneze dre ho klanded. Bleuniou int ha ne wenvfont ket, ha ne gollfont ket o c’houez vat ; mes ne vezo o welet aneze nemet an dud a vezo glan eveldoc’h. Ha breman, Valerian, p’eo gwir out deut da gaout mat al le he deus grêt Sesilia da viret he gwerc’hded, Jezuz-Krist, Mab Doue, am digas davedout, da welet ha ne teus ket eur goulenn bennak d’ober d’ezan.

Valerian a respontas d’an êl :

— Goude ma fried, an hini a ra levenez ma bue eo ma breur Tiburs. Goulenn a ran eta ma vezo kristen eveldon.

An êl skedus a lavaras :

— Evel m’eo bet gonezet da galon dre Sesilia, evelse kalon da vreur a vezo gonezet drezout, hag ho-taou e c’honezfet kurunen ar verzerenti.

War ar c’homzou-ze, an êl a dec’has. Eun nebeut deiou goude, Urban a vadeze Tiburs, evel m’en devoa badezet Valerian.

Hogen, en amzer-ze e oa digor ar brezel eneb ar gristenien. Ar prefed a yeas betek difenn sebelian ar verzerien. Tiburs ha Valerian, daoust da ze, a glaske korfou maro o breudeur kristen hag a zouge aneze d’ar vered gant doujanz. Diskuilhet a oent, digaset dirak ar prefed Almachius, hag evel ne felle ket d’eze kinnig ezans d’an doueou, e oent barnet d’ar maro ha dibennet prestik goude. En eur vont war dachen o merzerenti, e c’honezjont da Jezuz-Krist ar grefier Maxim. Heman a oe torret e benn d’ezan, hag e ene a nijas d’ar baradoz gant re an daou vreur, d’ar 14 a viz ebrel. Sesilia a sebelias korfou an tri merzer en bered Pretextat, war hent Appius.

Nebeut goude e savas bec’h ive war he lerc’h. Arôk mont dirak al lez-varn, he devoe amzer awalc’h da rei an ti he devoa en Transtevere d’ar senatour Gordian, a dlee e rei d’an Iliz.