Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/806

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
806
20 Du
sant felix a valoa


Ugentvet devez a viz Du


Sant Felix a Valoa
1127-1212



Felix a oa ganet, an 9 a viz ebrel 1127, en kêr Sant Kentin, evit brasan gloar Doue hag evit silvidigez eleiz a dud.

Daoust d’an danve bras en devoa, e kuitaas ar ar bed hag en em dennas en eur c’hoat eus eskopti Meaux. Eno, pell diouz an drouz, ne gemere preder gant netra nemet gant treo an nenv.

Ar vrud eus e vertuziou a reas d’eur beleg santel ha d’eun doktor bras, ginidik eus ar Provans, e hano Yan Matha, dont da vevan gantan.

En amzer-ze, eleiz a gristenien a goueze sklavourien etre daouarn ar Vorianed. Eun niver bras aneze a varve en kreiz ar poaniou skrijusan ; gwerzet a vezent er marc’had evel loened ; laket e vezent hanter-noaz da labourat epad an de, dindan heol bero an Afrik, ha pa ne felle ket d’eze nac’h Jezuz-Krist, e vezent krouget, devet en beo, staget en pign a-bouez o diskoa pe a-bouez o zreid, ha lezet da vervel er stumm-ze.

Felix ha Yan a ’n em glevas evit sevel eun Urz neve, a vije e labour dasprenan an dud kez-ze. Mont a rejont o-daou da Rom (1198). Ar pab Innosant III a oa en gortoz aneze. En eun hunvre an evoa bet, an evoa gwelet eun êl ha daou sklavour en e gichen, unan a bep tu d’ezan. Digemer a reas eta an daou veajour evel daou gannad eus ar nenv ha rei a reas ôtre d’eze da zevel Urz an Dreinded evit dasprenan ar sklavourien. Lakat a reas d’eze, e-unan, ar gwiskamant liou an Dreinded, gwenn, ru ha glas, an evoa gwelet gant an êl, ha goude bezan o binniget a greiz kalon, e kasas aneze, en han’ Doue, da gommans o labour.

Dizro d’ar Frans, Felix ha Yan a vevas asambles eur pennad. Eur wech ma oa savet manati Cerfroid, yan a yeas da Rom, da zevel eun all henvel outan, hag a lezas e vignon e-unan en penn menec’h Frans.

Felix a deuas da gaout eun niver bras a ziskibien. Ren a rênt eur vue ken santel ma kemere plijadur ar Werc’hez hag êle an nenv o tont da chom en o c’hompagnunez.

Da noz ginivelez an Itron-Varia, ar c’hloc’her an evoa ankouaet son ofis an hanter-noz. Sant Felix a ziskennas