Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/789

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Du
789
sant stanislas kostka

————


KENTEL


Ar maro tristan


I. — Ar maro tristan n’eo ket ar maro abred. Kalet eo mont diwar an douar, pa zouger war ar penn kurunen ar yaouankiz, ha koulskoude, nag a bed hag a varv en bleun o yaouankiz, evel sant Stanislas Kostka, hag a dremen en eur vousc’hoarzin hag en eur lavaret : « Ma ! n’am bije ket kredet e vije bet ken brao mervel.»

II. — Ar maro tristan n’eo ket ar maro trumm eo. [1] Ar maro-ze a skub an den en eun hunvre, hag an Iliz a lavar d’he bugale pedi Doue d’o diwall dioutan : a subitanea et improvisa morte, libéra nos, Domine. Mes an ene a ve bepred war evez, hag a oar en em viret diouz ar pec’hed, ne ra ket kalz forz penôs mervel. Andre Avellino a zo marvet en harz an ôter ; Wenseslas a zo marvet a greiz pedi ; Fransez a Zal a varvas skoet gant eun tôl gwad ; o zri int sent koulskoude : ar maro trumm n’eo ket ar maro tristan eo.

III.— Ar maro tristan a c’haller bezan skoet gantan eo ar maro en stad a bec’hed marvel. Goude ar maro, n’haller kaout keun ebet ken d’ar pec’hejou ; n’haller ket tostât ouz ar zakramanchou ; n’haller ket dizrei war an hent mat ; en tu ma kouezo ar wezen e chomo da virviken....

Ma ve eur pec’hed marvel, unan hepken war hoc’h ene, pac’h efet diwar dreujou ar bed-man, eman grêt ganec’h evit an holl eternite....

Penôs e c’hallet-hu bevan eun heur hepken en stad a bec’hed ? Penôs e kredet-hu, zoken, kouezan er pec’hed ? Hag ho pefe spered, kalon, yaouankiz, hag e vefe ar yec’hed o vleunian war ho tâl, ma n’eman ket gras Doue ennoc’h, ec’h oc’h maro.

Seblant ho peus da gaout bue, mes n’ho peus nemet seblant : en gwirione ez oc’h maro. Tostaet eta alïes ouz Jezuz-Krist ; bevet eus e gomzou, eus e gorf, eus e wad, eus e spered, eus e galon, eus e ene ; ma ne vevet ket eus bue Jezuz-Krist, kaer ho pefe kaout seblant vat en ho tiavêz, oc’h maro en ho tiabarz.




Pevarzekvet devez a viz Du


Sant Josaphat Koncewitch
Arc’heskob Polotsk ha Merzer (1580-1623)



Josaphat Koncewitch a oa ganet er bla 1580, en Vladimir, er Pologn, a gerent nobl ha katolik. A-vihanik, epad ma oa e vamm o tisklerian d’ezan ar Basion, e oe gouliet e galon gant eur bir a deue eus koste skeuden Hon Zalver stag ouz ar groaz.

  1. Maro trumm : Mort subite