gouezas a hed e gorf d’an douar. Sevel a reas kerkent, ha nerz awalc’h an evoe d’ober ar rest eus an hent war e droad.
Dal m’en em gavas ar prizonier en Smyrn, e oe kaset d’an teâtr, elec’h ma oa ar gouarner hag ar bobl o sellet ouz gourennadegou loened goue.
— Ha ! te eo Polykarp ? eme ar gouarner.
— Ya ! eme ar merzer.
— Kemer true ouz da vleo gwenn ; gra al le ; tol da valloz war ar C’hrist, hag ez out digabestr.
— C’houec’h vla ha pevar-ugent a zo, eme an eskob koz, ma servijan Jezuz-Krist, ha n’an eus ket paouezet da skuilh e vadoberou warnon abaoue. Penôs e c’halfen-me milligan ma Zalver ha ma Roue ?
— Gouzout a rez e c’hallan, gant eur ger, lakat al loened da zrailhan ac’hanout !
— Ya ! Gouzout a ran ive eo ar boan skeul an nenv.
- Ma ! ma ne teus ket aon rak al loened, me az têvo en beo !
— Petra eo ar flammou a zo en ho kalloud, a bad eun heur, en kichen ar re miret gant an Otrou Doue d’an dud fall, flammou ha ne varvfont biken !
Ar gouarner a c’hourc’hemennas d’an embanner hopal ter gwech : « Polykarp an eus anzavet e oa kristen ! »
Kerkent, ar baganed hag ar judevien a oa eno en em lakas da youc’hal : « D’ar maro, tad ar gristenien ! D’ar maro, enebour an doueou ! »
Hag evel ma oa tremenet amzer ar gourennadegou loened, ar bobl a lavaras : « Polikarp d’an tan ! Ra vezo dêvet en beo ! »
Eur bern keuneud kerc’het, feusken gant heman, feusken gant hen-hont, a zo savet kerkent war al leur-c’hoari. Polykarp, e keit-ze, a ziwisk e zilhad war lein hag e c’houriz. Klask a ra tennan e votou, eun dra ha ne lez ket ar gristenien anezan d’ober e-unan, abalamour d’eze da bokat d’e dreid binniget.
Klasket e oe tremen e zaouarn er c’hreier houarn evit o stagan maro. « N’eo ket ar boan, eme ar merzer ; Doue, pa ro nerz awalc’h d’in da c’houzanv bezan dêvet en beo, a ouezo ive, brao, miret ouzin da dec’hel diwar ar glaou. »
Ne oe grêt eta nemet liamman eun tammik e zaouarn drek e gein, hag e gorf ouz peul kreiz an tantad.
Epad ma rê an tan e labour, eur c’houez dudius a strinkas en êr. Ar verzerenti-man a zigouezas er bla 155 goude donedigez Hon Zalver.