Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/767

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Du
767
ar plac’h eurus franseza amboaz

ar chapeled koad he devoa bet digant sant Visant Ferrier.

Eiz vla goude, er bla 1441, e oe grêt gant lid bras he eured gant an ôtrou Per, hag en deiou war-lerc’h, ar priejou neve a yeas da chom da gastel Gwengamp [1].

Nao bla goude, da varo an ôtrou Fransez I, e pignjont war drôn Breiz.

Franseza a dôle evez evit na vije roët ar c’hargou nemet d’ar re oa barrek d’en em denn enne ; he brasan c’hoant oa gwelet holl lezennou an Iliz miret en he dukach ; ne oa ket jalet da welet lakat truajou neve war ar bobl. P’en em vodas holl bennou-bras Breiz en Gwened, er bla 1451, e oa darn hag a lavare e oa peuc’h er vro eur pennad a oa, e kreske an arc’hant e-touez an dud, hag e oa mat kreski ive an truajou, gant aon, pa vijent re en o êz, n’halljed mui dont a benn aneze.

An dukez vat a ziskouezas e oa dever kentan ar brinsed gwellât stad ar re a oa dindanne ha nan pinvidikât an dud piz gant c’houezen ha gwad ar bobl. Lakat a reas ar gwir da vezan trec’h d’an dislealded, ha setu perak e ve lavaret :

Daoust d’ar re fall, ar Bobl, en Breiz, a yeas war well,
En amzer an duk Per hag e bried santel.

D’ar 17 a viz gouere 1453, ar Zôzon a oe trec’het en Kastilhon gant ar C’hallaoued skoazellet gant ar Vretoned, ha dreist-oll gant ar pedennou birvidik a lakas an dukez ober dre Vreiz evit goulenn ar viktor-ze.

Er bla 1455, war c’houlenn duked Breiz, e oe laket hano Visant Ferrier war roll ar zent ; pa oe grêt en Gwened ar goueliou bras kentan en e enor, ar 5 a viz ebrel war-lerc’h, duk ha dukez Breiz a oa en penn o Bretoned o pedi en harz relegou ar zant neve.

D’an 22 a viz gwengolo 1457, an ôtrou Per a varvas. He c’herent ha Loeiz XI, roue Frans, a glaskas, dre gaer ha dre heg, lakat Franseza da addimezi. N’halljont ket ;

  1. JILI BREIZ. — Epad an amzer a dremenjont eno, e c’hoarvezas en Breiz eun darvoud skrijus a roas kalonad d’eze hag a lakas kanvou ’barz ar vro a-bez. Jili, o breur yaouank, a oa dimezet da Franseza Dinan, pinvidikan pennherez a oa en Breiz. Hogen, en lez o breur henan e oa deut da chom eun dijentil, e hano Arzur Montauban, c’hoant bras gantan ive kaout da bried ar Vreizadez pinvidik-se ; evit dont a benn eus e dôl, e tamallas Jili dirak e vreur, hag e roas d’ezan da gredi e oa en em glevet gant ar Zôzon evit diframman diwar e benn kurunen Breiz. Fransez a reas raktal serri ar prins yaouank, hag Arzur Montauban, goude bezan klasket e ampoezoni, a reas e vougan en e brizon, ar 25 a viz ebrel 1450, endra ma oa o ren e bempvet bla warn-ugent. Ar 17 a viz gouere war-lerc’h, an duk Fransez a varve en maner ar Genkiz, e-tal Gwened, rannet e galon o welet petra a oa c’hoarvezet gantan evit bezan selaouet re vuhan mouez eun tostenner(courtisan).