Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
25 Genver
sant pol gonezet d’ar fe


- Saul, Saul, perak e rez-te brezel d’in evelse ?

Hag e respontas :

- Piou oc’h-hu, ôtrou ?

- Me, eme ar vouez, eo Jezuz, an hini a rez brezel d’ezan.

Ha Saul, o krenan gant ar spont, a c’houlenn :

- Otrou, petra fell d’ac’h a rafen ?

An Otrou a lavaras :

- Sav, kerz en kêr ; eno e vezo lavaret d’it petra teus d’ober.

Epad an amzer-ze, e vignoned a chom a-zav, mantret ha sebezet. Klevet o devoa ar vouez, mes n’o devoa gwelet den. Saul a zav diouz an douar, a zigor e zaoulagad ha ne wel berad.

Red eo e gas da Zamas, ’n heli an dorn. Tri devez e chom dall, hep gallout na dibri nag evan.

En deiou war-lerc’h, Saul a oe kelennet gant an diskib Ananias ha badezet ; ar bleiz a oa troet en oan.

N’heller ket hen nac’h, dorn Doue a zo aze ! Stephan an evoa pedet evit Saul, ha Doue an evoa kemeret true outan.

————


KENTEL


Saul, Saul, perak e rez-te brezel d’in ?


Ar gomz-ze a ziskoue penôs an dud fall a ra brezel d’ar relijion a ra brezel da Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist a glev o c’homzou, a lenn o skridou hag a wel o oberou ; ha ma tec’hont breman diouz e Galon-Zakr, eun de a deuio, ne dec’hfont ket diouz e vrec’h a skoo aneze didrue.

Rak arabad d’eze fazian : Deus non irridetur, Doue zo eun Otrou ha ne rer ket a wap anezan.

Mes ive an dud vat a zifenn ar relijion a zifenn Jezuz-Krist e-unan, ha Jezuz-Krist, a wel ar pez a roont d’ezan, eus o amzer, eus o danve, eus o spered, eus o c’halon, eus o bue, ha, da ze ar varn, o devo kant evit unan.