Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/754

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
754
1 Du
gouel an holl zent

« An Oan-Doue a zo bet lazet evit dasprenan an dud gant e wad ; Hennez eo a dle kaout galloud, furnez, nerz, enor, gloar ha bennoz. »

Hag an diskanerien o tiskanan : « D’an Hini a zo azezet war an trôn, ha d’an Oan, bennoz hag enor, ha gloar ha galloud eus an eil kantved d’egile da virviken. »

Evit en em gaout el lec’h m’emaent, ar zent-se o deus bet eur mor a enkrez da dreuzi, ha gwennet o deus o zaeou en gwad an Oan.

Abalamour da ze emaent dirak trôn an Otrou Doue hag e servijont anezan noz-de en e Dempl, hag an Hini a zo azezet war an trôn a chomo en o c’hreiz.

N’o devo mui na naon na sec’hed ; nag an heol, na tommder ebet ne gouezo warneze ; rak an Oan a zo en kreiz an trôn a reno aneze, hag o c’haso da feunteuniou an doureier a vue, ha Doue a zec’ho an holl daerou eus o daoulagad.

— E-touez ar zent-se eman ar Batriarched, a oa ken krenv o fe er Zalver da zont ; ar Brofeted, a embannas rouantelez an drugare ; an Ebestel, ha n’halle netra miret oute da brezek dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist ; ar verzerien, hag a skuilhas o gwad kentoc’h evit nac’h o fe ; êle an douar, a viras dinam lili arc’hantet o gwerc’hded ; an dud desket, a zo bet, dre o deskadurez, sklerijen ar bed ; an dud vat, a zo bet, dre o vertuziou. holen an douar.

— E-touez ar zent-se eman ar re a zo bet paour a spered ; ar re a zo bet habask ; ar re o deus gouelet ; ar re o deus bet naon ha sec’hed eus ar wirione ; ar re a zo bet trugarezus ; ar re a zo bet glan a galon ; ar re a gare ar peuc’h ; ar re a zo bet heskinet evit ar wirione.

— Etouez ar zent-se eman tud hon bro, tud ha n’o deus grêt trouz ebet o tremen war hent ar vue, tud hag hon deus bevet gante, tud hag hon deus karet kalz, hag o deus karet ac’hanomp muioc’h c’hoaz ; tud hag o deus desket d’imp anaout ha karet an Otrou Doue...

— Hirie eman o gouel ; kasomp d’eze hon meuleudiou mesket gant hon fedennou. El lec’h m’int en em gavet, ni ive a c’hall en em gaout : n’hon deus nemet heuilh o roudou hag ober ar pez o deus grêt. Siou fall o devoa eveldomp ; marteze zoken oa gwasoc’h o re evit hon re ;