Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/730

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
730
22 Here
santez hedwij

he heuilh diouz roud ar gwad a zivere eus he zreid. Eur gwele he devoa en he zi, mes n’ee ket ennan ; war leuren he c’hambr e tremene an nebeut amzer a renke rei d’ar c’housked. Al loden divezan eus an noz bag ar mintin a roë d’ar beden ; ne deue eus an iliz nemet goude ma veze lavaret an oferen divezan. An dra-ze ne rê ket d’ezi bezan lezirek war al labour ; kerkent ha pare gant ar beden, e kave impli d’he daouarn.

Ar garante evit Doue n’eo na gwirion na padus ma n’eman ouz he heul ar garante evit an nesan. Hedwij n’he devoa netra eviti he-unan. Bemde e vage trizek paour en enor d’Hon Zalver ha d’an daouzek abostol. He-unan e servije aneze ouz tôl ; he-unan e walc’he o zreid hag e louzaoue o gouliou, n’eus forz pegen euzus e vijent, kouls d’an dud lor evel d’ar re-all.

Ar zantez a oa ken izel a galon ma kave d’ezi bezan an disteran eus servijerezed an Otrou Doue. Bepred habask ha sioul, n’en em glemme kammed. Pa renke difazian unan bennak eus he zervijerien, hen grê ken brao ma vije an holl laouen o senti outi.

He fried o vezan bet grêt prizonier en eur brezel, he mab henan Herri a zonje sevel eun arme evit delivran e dad. Hi, dre ne gare ket ar brezeliou, a yeas da gât an hini a zalc’he an duk prizonier, hag a gomzas ken brao outan ma oe roët d’ezi kement a c’houlenne.

He fried o vezan marvet prest goude (1238), n’houllas ken chom stag ouz ar bed. Goulenn a reas digor en kouent Trebnitz, hag he merc’h Jertrud, superiorez ar gouent-se, a oe mall ganti rei d’ezi digemer. Koulskoude, evit bezan gwelloc’h war evez eus kement a vije ezom, ne reas ket al leou a ra al leanezed ; bevan a rê eus o bue, ha hini ne oa humploc’h na sentusoc’h eviti. An holl er gouent a estlamme dirak an testeniou kaer a zantelez a ziskoueze bemde. Ne veve mui nemet evit Doue ; n’he devoa ken c’hoant nemet plijout d’ezan. He mab muian-karet Herri o vezan bet lazet er brezel eneb an Tartared (1241), Hedwij eo a gonsolas he merc’h-kaer, Anna, hag he merc’h Jertrud, glac’haret oll gant eur maro ken ankenius. « Doue, emezi, en deus grêt eus ma mab evel m’eo plijet gantan ; ne dleomp kaout ken bolonte nemet e hini. Gwelet ma mab beo a oa eur joa evidon, mes brasoc’h joa eo c’hoaz ganin sonjal eo bet kavet din, dre e varo, da vezan unanet gant Doue en e rouantelez. D’ec’h, ma Doue, e c’hourc’hemennan eun ene hag a garen kement ! »

Dre eun niver bras a viraklou c’hoarvezet hed he bue