D’ar memes mare, Attila, lezhanvet « Gwalenn Doue », mestr bras eur boblad gouezidi, ar Hunned, a oa bet trec’het demdost da Chalons, gant Aëtius, jeneral romen, ha Merove, roue ar Franked. Red oa bet d’ezan tec’hel prim ha distrei mezek warzu ar Pannoni, e vro. Gant ar gounnar oa ennan, e tistruje, bop mac’h ee, tïe ha tud. Kêr Kologn a oa war e hent, hag a oe kemeret hepdale. Ursula hag he c’hompagnunez, merc’hed yaouank, ne zalejont ket da vezan kavet gantan. Ar gouezidi a glaskas ’n em gemer oute ; mes ar merc’hed-man, kennerzet gant Ursula ha gwell gante gouzanv ar maro kentoc’h eget nac’h o fe ha koll o enor, a enebas kalonek. Raktal al lazerez a gomansas ; a dôliou kleze, a dôliou birou, a dôliou barrinier houarn, ar verzerezed a oe diskaret (war-dro 453).
Dorojou ar baradoz, en devez-ze, a renkas digeri frank evit digemer Ursula hag he c’hoarezed, en o daouarn bod palmez ru ar verzerenti ha war o fenn kurunen ar werc’hded kristen.
Tremenet ar bar, hag ar gouezidi êt gant o hent, ar re eus kêriz Kologn o devoa gallet miret o bue, a zastumas gant preder korfou ar gwerc’hezed ha korfou o c’henvroïz merzeriet gant Attila, hag o sebelias gant enor evel euu tensor presius. — Er park ruziet gant o gwad ha santelaet gant o relegou, eun iliz kaer a oe savet ha galvet « Iliz ar gwerc’hezed santel ». Brudet oa dre holl an iliz ze, er bla 643, pa oe hanvet sant Kunibert da arc’heskob en Kologn.
En de a hirie c’hoaz, mogeriou ar c’heur a zo kelc’hiet, traou ha krec’h, gant pennou ar verzerezed, hag eur chapel en kichen a zo leun aneze. War ar pennou-ze eman ar merk eus o merzerenti : en darn e weler an toullou grêt gant ar birou ; ouz darn-all zo c’hoaz stag pennadou bleo ruziet gant ar gwad. An dra-ze n’eo c’hoaz nemet al loden vihan eus ar relegou ; al loden vrasan a zo en diabarz ar mogeriou ha dindan leuren an iliz. An dud fidel gwechall a gare mont da bardonan da iliz ar gwerc’hezed santel.
Santez Ursula, hag a renas d’an nenv kement a eneou santel, azo bet kemeret evel skouer gant ar vestrezed-skol hag al leanezed o deus ar garg da zevel bugale gristen. Hi eo patronez iliz ar Sorbon en Pariz. Dindan he fatronaj, eun Urz leanezed a zo bet savet gant santez Anjela Merisi, er bla 1537, evit an Itali da gentan, ha digaset en Frans, er bla 1611, gant Madalen L’Huillier. — En eskopti Kemper ha Leon, betek an amzeriou poanius a zo o ren, e oa pemp