n avieler sant Lukas a zo bet meulet gant an abostol bras sant Pôl, pe, evit lavaret gwell, a zo bet meulet gant ar Spered-Santel e-unan, a gomze dre c’henou an abostol. Eur seurt enor a zo dreist kement a oufemp da lavaret. Ha koulskoude, ganimp-ni e chom e « Aviel » ha levr « Oberou an Ebestel », daou levr hag a zo eun testeni splann eus e zantelez hag eus e vertuziou dispar, p’eo gwir an eil hag egile a zo eul loden eus ar Skritur-Zakr.
Sant Lukas a oa ganet en Antioch, kêr-benn ar Syri, brudet dre he c’hommerz, he finvidigez hag he skoliou bras. Lukas a heuilhas ar skoliou-ze en e yaouankiz, hag a deuas da vezan gouiziek war skianchou an amzer-ze ha war ar vedesinerez, dreist-oll. Sant Jerom a lavar e oa eur mestr war e vicher ; ha sant Pôl, pa skrive da dud fidel Kolos : « Lukas, medisin, hon breur muian-karet, a rent d’ec’h ar zalud, » a ziskouez e talc’has an avieler santel e labour war-dro an dud klanv, goude m’oa kristenet. Lavaret a rêr ive e oa eur mestr-liver. En Rom, en eun toul kuz dindan an douar, en kichen iliz Santez-Mari in via lata, zo bet kavet eun dôlen eus ar Werc’hez, warni skrivet e oa unan eus ar seiz livet gant sant Lukas.
Lukas oa ganet pagan, mes abred ec’h anavezas relijion Jezuz-Krist, ha kerkent e heuilhas anezi gant prez. Ober a reas oberou ar fe, ha war genteliou Hon Zalver e reizas e vue. Dija e oa eur skouer eus an holl vertuziou, pa gemeras sant Pôl anezan evit bezan e genlabourer hag e gompagnon.
Ar veaj kentan a rejont asamblez oa eus Troad betek Philip, er Masedoan, war-dro ar bla 51. Diwar ar mare-ze, an daou sant bras-man n’en em zispartijont ket nemeur. Sant Lukas n’en doa ken c’hoant nemet rannan gant an abostol e labouriou hag e boaniou. Asambles e rejont tro ar c’hêriou bras eus ar Gres, hag eun eost puilh a gristenien a ziwanas war o lerc’h. Gant sant Pôl e oa pa oe heman prizoniet en Sezare ; ha pa oe kaset ac’hane da Rom, Lukas hen heuilhas hag a chomas gantan [1]. Eun nebeut blaveziou goude, pa oe, evit an eil gwech, prizoniet
- ↑ Oberou an Ebestel XXVII, XXVIII. 16.