nou-bras ar vro ha gant he c’henvroïz eus Avila ; ne oe galvet gante nemet ar follez. Hi a chome bepred laouen ha, pa deue unan bennak da zigas kelou d’ezi eus an droug a vije lavaret anezi, e responte gant dousder : « Mat, mat ! lezet-e, ma vijen gwelloc’h anavezet gante, e kavjent digare da lavaret c’hoaz muioc’h. » Mes kaer a ve klask mougan ar vertu dindan eur bern geier, hi a ve bepred trec’h, ha seul-vuioc’h e ve bet labeet, seul-vui e teu da lufran. Evelse e c’hoarvezas ive gant Thereza. Ar pab Pi IV a ôtreas ar chenchamant digaset en Urz Karmel. Otre a oe roët d’ezi, zoken, d’ober ar memes tra evit Urz ar bôtred, hag arôk fin he bue he devoe ar joa da welet c’houezek kouent neve savet evit ar merc’hed ha pevarzek evit ar bôtred. Ouspen ar skoazel a roë Doue d’ezi, he dousder, he laouenedigez, he spered lemm hag he skiant a c’honeze an holl. Ar gwel hepken anezi a rê karet ar vertu.
He amzer divezan a dremenas o vont eus an eil kouent d’eben, o lakat urz en pep lec’h. Daoust pegen skuiz e veze gant ar beajou-ze, daoust n’he devoa mui tamm yec’hed ebet, e heuilhe pen-da-ben reolen he Urz ; betek an de divezan e talc’has da vezan eur skouer beo evit he c’hoarezed. O tont eus sevel eur gouent neve en Burgos, e kouezas klanv en Alb. Santout a reas e oa deut eviti ar mare da vont daved an Hini he devoa kement karet ha laket karet hed he bue war an douar. Goulenn a reas he zakramanchou divezan, hag en eur lavaret ar c’homzou-man : « Ma Doue, na zisprizet ket eur galon glac’haret gant ar c’heun d’he fec’hejou, » e varvas en peuc’h, d’ar 15 a viz here 1582.
He c’horf a oe beziet en kouent Alb, hag eno e chomas tri bla. Neuze, war c’houlenn ar pennou-bras eus Urz Karmel, e oe kaset da Avila. Mes er bla war-lerc’h, war glemm duk Alb ha war urz ar pab, e oe digaset a neve da Alb. Ar c’horf a oa chomet en e bez, gwevn an izili anezan evel pa vijent beo. Nao bla ha tregont goude he maro (1621), e oe laket en renk ar zent. Meur a hini eus an dud o devoa he anavezet a deuas da renti testeni eus he zantelez hag eus he miraklou.
En de-man e rêr ive gouel sant Konogan, diskibl sant Gwenole, hag eskob Kemper war-lerc’h sant Korantin. Eur barouz en hon bro, Treogan, he deus he gemeret da batron : chapeliou an eus en Karnot, en Gronwel hag en Lokarn, en Penhars. Ar zant-man a zo pedet ouz an derzien.