astennas d’ezan an dorn en eur lavaret : « Eun draïk bennak, mar plij, en hano sant Yan. » Ar roue, en devez-ze ive da vihanan, ne oa ket eur gwenneg warnan, ha setu hen o lemel e walen aour hag o rei anezi d’ar paour-kez. Prestik goude, sant Yan a deuas da zigas ar walen d’ezan endro, ha da zisklerian d’ezan e tostae e heur divezan.
Grêt en devoa le da vont da bardonan da Rom, ha preparet en devoa profou kaer da gas gantan da veziou an Ebestel Per ha Pôl ; mes pennou-bras ar vro a gredas ne oa ket dleet d’ezan mont eus ar gêr, abalamour ma ne oa ket diazezet mat awalc’h c’hoaz ar peuc’h en e rouantelez. Edouard a skrivas neuze da Leon IX, a oa war Gador sant Per ; heman a roas dispans d’ezan eus e le, gant ma roje d’ar beorien eul loden eus an arc’hant en dije dispignet o vont da Rom, ha gant ma lakje al loden-all da zevel eur manati en enor da zant Per. Abalamour da ze, ar roue santel a lakas sevel iliz Westminster, elec’h ma tlee holl rouane ha rouanezed Bro-Zôz bezan sakret ha sebeliet. Pa oe achu an iliz-ze, e oe grêt gouel bras he dedi, mes ar roue a gouezas klanv epad al lidou hag e renkas mont d’e wele kerkent ha ma ’n em gavas er gêr. Mervel a reas en peuc’h, ar 5 a viz genver 1066, er pevare bla ha tri-ugent eus e oad. Pevar bla warn-ugent oa bet war an trôn. Biskoaz ne oe keun da brins ebet evel ma oe d’ezan. Gwilhou, duk an Normandi, ha roue war e lerc’h, a reas lakat e gorf en eun arched presius.
Alexandr III hen greas sant er bla 1161. Sant Thomas, arc’heskob Kantorbery, a lakas ober e ouel an 13 a viz here.
Ober le a zo lavaret da Zoue e refomp eun dra vat bennak, dindan boan a bec’hed.
Lavaret da Zoue e yunfomp bep gwener, dindan boan a bec’hed, a zo ober le ; lavaret da Zoue, a greiz eur c’hlenved, ec’h efomp, dindan boan a bec’hed, da bardonan da Folgoat, da Rumengol, da Sant-Erwan pe da Zantez-Anna, ma teu d’imp ar yec’hed, a zo ober le ; lavaret da Zoue e virfomp hon gwerc’hded, dindan boan a bec’hed, a zo ober le.
Mat eo ober leou, hep mar ebet ; mes arabad ober aneze re vuhan, ha hep goulenn kuzul digant ar c’hovezour pe digant unan bennak-all ; anez ze, e tanzeomp trubuilh, sur awalc’h, a-benn an amzer da zont.
Mat eo ober leou : mes red eo derc’hel d’eze. Pa roomp hon ger d’eun den, mezus eo d’imp mont eneb goude ; pa roomp hon ger da Zoue, pec’hed eo d’imp chom heb ober diouz ze, nemet dispans hon deve bet.