Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/689

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Here
689
sant mauris

————


KENTEL


Ar groaz hag an alar


Er pevare hag er bempvet kantved goude donedigez Jezuz-Krist, ne oa nemet koad ha streujaj o c’holo hon bro, ha loened goue a vanden o redek dreze ; an dud a souze rak al labour. A drugare Doue, an Iliz a deuas da greski. He menec’h, darn aneze bugale rouane, a ziskaras ar c’hoajou hag a zigoras parkeier, a zizec’has ar c’hreuneugeier hag a zavas foenneier ; a lakas ar bleuniou hag ar frouez da sederât hon mêziou.

Lavaret e c’haller, gant gwirione, an hanter eus douar Breiz a zo bet troet gant alar ar venec’h. I eo a reas d’hon tud koz karet al labour hag a zeskas d’eze al labour-douar ; i eo a lakas etre o daouarn alc’houe evurusted ar bed-man hag alc’houe eürusted ar bed-all.

Hep-e, n’hon dije bet na leve, na frankiz, na bro ; anaoudegez vat a dleomp d’eze evit kement hon deus. « Hon tadou, eme hon c’henvroad brudet Chateaubriand, a oa tud ken goue, ma renkas an Iliz deski d’eze pep tra, betek, zoken, an doare da bourchas o magadurez. »




C’houec’hvet devez a viz Here


SANT BRUNO
Diazezour Manati ar Chartreuz (1035-1101)



Bruno a oa ganet en Kologn, war-dro ar bla 1035. Goude bezan grêt e studi en Reims, gant kalz a enor, e oe hanvet chaloni en iliz-veur ar gêr-ze, ha kelenner en skol an ôtrou ’n eskob Gervais. Bezan e oe, evel a lavar eur skrivanier koz, sklerijen an ilizou, doktor an doktored, gloar an Alamagn hag ar Frans, gened e amzer ha skouer an dud vat.

Da varo e vadoberour, e oe anwazet bras o welet Manassès I o pignal dre laer war gador-eskob Reims, hag en em dennas gant c’houec’h eus e vignoned en eul lec’h goue ha distro, en kreiz meneziou ar Chartreuz, diou leo diouz Grenobl. Eno e tiazezas Urz ar Chartreuzed, gant ôtre sant Hug, eskob Grenobl. Ar Chartreuzed ne zebront ket a gig ; pesked o deve d’ar goueliou ; yun a reont diwar bara ha dour epad hanter-kant devez arôk Pask ; o bara zo bara heiz. Eun devez er zun hepken, d’ar zadorn, e c’hallont komz an eil ouz egile ; bep noz e tremenont peder heur amzer en iliz, adalek dek heur betek div heur goude han-