Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/673

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Here


————


LOURD


————


Dïouz gwelet pegement e talc’h d’eze ar pabed hag an eskibien, eo êzet gouzout pere eo an diou devosion gaeran en hon amzer : devosion ar Galon-Zakr ha devosion ar Rozêra.

« Ar Galon-Zakr a Jezuz, eme Hon Tad Santel ar Pab Leon XIIL a en em diskouez d’imp hirie evit hon zalvi, evel ma reas gwechall ar Groaz d’an impalaer Konstantin. »

Hag e westlas ar bed holl d’ar Galon-Zakr, er bla 1900, o lavaret e oa eno gwellan ha kaeran tra an evoa grêt en e holl amzer a bab.

En kichen an devosion-ze e zo eun all hag e kemeras ive mil boan d’he brudan dre ar bed kristen.

Er bla 1901, e oe gwestlet d’ar Werc’hez, en iliz ar Rozêra, en Lourd, pempzek ôter, en enor d’ar pempzek mister a levenez, a geun hag a c’hloar.

An Tad Santel ar Pab a skrive diwar-benn ze. « Gwechall, emezan, sant Dominik a drec’has dre ar Rozêra war an Albijiz a lake o fals-kredennou da redek, evel eur vosen, dre vro ar Pireneou. Hirie, ar fals-kredennou-ze a ’n em zil adarre e-touez an dud dindan pep seurt stumm neve. Mes kalon Tad ar gristenien a zo frealzet o welet devosion e vugale o kreski en kenver pempzek mister ar Rozêra galloudus.

En Montmartr hag en Lourd eman eta, kouls lavaret, diou feunteun hon zilvidigez : ar Pab o diskouez, beb eil, d’ar gristenien hag o fed hag o asped da dostât oute.

E vouez n’eo ’met eun hekleo eus an nenv.

« Et d’evan ha da ’n em walc’hi d’ar feunteun, » a lavare ar Werc’hez da Vernadet, an navet gwech ma ’n em diskouezas d’ezi, en Masabiel.

Feunteun Lourd a zo strinket, kouls lavaret, dre c’halloud ar Rozêra. Gwerc’hez Lourd a oa ganti eur chapeled, hag a lavare anezan asambles gant Bernadet. Eur wech, an diaoulou kounnaret a glaskas spontan ar plac’hig en keit ma oa gant he feden. Klevet a reas eur safar euzus o sevel diouz an douar hag eur vouez spouronnus o youc’hal : « Tec’h alese ! tec’h alese ! »

Gant eur zell hephen, Mari a reas d’an diaoulou tevel.